Lundi 8 août 2016, Clarisse Lavanant a fait un joli cadeau en entonnant le cantique Itron Varia Langroas lors de son concert à la Chapelle Notre-Dame de Langroas à Cléden-Cap-Sizun. 
 
Itron Varia Langroas 
(écrit par l'Abbé Thalamot, de Kerdiern ar Maner en 1920° 
 
Itron Varia Langroas, 
Mamm garet Or zalver, 
Holl, d'ho chapelig bep bloaz 
Ni a zired seder, 
Da lakad e-harz hotron, 
Or poaniou, on enkrez ; 
Da zigori or halon 
D'ar Vamm a drugarez. 
 
E parrez Kleden, savet        
War bord eun draonienn hlaz, 
Ho chapelig ken karet 
Zo goloet a wez bras ; 
Savet eo bet 'vid deski 
Da gristenienn ar vro 
Ho klahar, ho melkoni 
Dirag Jesus maro. 
 
N'eur weled e oll boaniou,    
E hwad, e gurunen, 
E gorf goloet a houliou, 
Ganeoh war ho parlen ; 
An anken, 'vel eur hleze 
Ho kalon a dreuzas. 
Biskoas mamm en he buhe 
Kement a houzanvas ! 
 
Abaoue naonteg kantved,    
Poaniou ho Mab Jesus 
Siouaz !, 'Vez renevezet 
Dre ar pehed euzus 
.An den a zo ken dister 
Ma teu d'ankounahat 
Ar boan a ra d'ar Zalver 
Ha deoh, Gwerhez ken mad ! 
 
N'ho chapelig, o Gwerhez,   
N'eur weled ho klahar, 
Ni bromet gand karantez 
Ne vim mui ken digar. 
Pardonit, o Mamm dener, 
Ni zo ho pugale, 
Ha ! gounezit or barner ; 
Bezit ouzom true ! 
 
Itron Varia Langroas,       
Or Mamm garantezus, 
Grit n'ankounahaim biskoas 
Pasion ho Mab Jesus ; 
Skrivit doun e bemp gouli 
E gweled or spered ; 
Grit ma wagim kasoni 
'Vid kement'zo pehed. 
 
A-us d'or penn, ô Gwerhez   
Ar goabrenn 'zo tenval; 
Kaif, pilat, Herodez 
O-deus c'hoaz breudeur fall ; 
Grit eur zell a drugarez, 
Hag ar goabrenn faoulet, 
Ar skLerder 'deu a nevez 
Gand an heol alaouret. 
 
Er Raz, ar mor kounaret      
Euz ar garreg a sko; 
Ar roh n'eo ket dispennet, 
Stard mad a jom atao ; 
Dirag kounnar an dud fall, 
Ni 'jom 'vel ar garreg, 
Rag c'hwi oar on diwall, 
C'hwi, Mamm ken kaloneg. 
 
Skuilhit war al labourer,        
'Vel war an den a vor, 
Ho pennoziou heb niver, 
Rouanez douz Arvor ; 
Kennerzit gand ho skoazell, 
Holl, beteg ar maro, 
Bepred ni 'stourmo fidel, 
'Vid Doue, 'vid ar vro.